ina

FacebookTwitter
http://fresques.ina.fr/ouest-en-memoire/fiche-media/Region00606/barzhonegou-yann-ber-piriou-poemes-de-yann-ber-piriou.html Ganet e 1937 e Lannuon, deuet eo Yann-Ber Piriou da vezañ kelenner war ar saozneg. Met ur stourmer evit Breizh eo ivez. E 1964 e oa da skouer e-touesk krouerien an UDB, Unvaniezh demokratel Breizh. Moarvat eo evit se eo arouezius ar gwerzennoù dastumet gantañ e “ Défense de cracher par terre et de parler breton ” eus stourmoù ar mare. Stourmoù difennerien ar sevenadur hag ar yezh met ivez ar stourmoù sokial a vez dre ar vro, a-hed ar bloavezhioù goude 1968. "Kalon ar vretoned a zo leun a c'hlac'har, hag anken, aon o deus rak an amzer da zont rak n'o deus ket a labour er vro", emezañ.

Barzhonegoù Yann Ber Piriou [Poèmes de Yann Ber Piriou] - Ouest en mémoire

http://fresques.ina.fr/ouest-en-memoire/fiche-media/Region00506/yann-ber-piriou-stourm-ur-barzh-yann-ber-piriou-le-combat-d-un-poete.html E 1937 eo bet ganet Yann-Ber Piriou e Lannuon. Da vare an abadenn e oa kelenner war ar saozneg e skolaj Perros-Gireg. Anavezet e oa evel skrivagner dija, bet embannet gantañ meur a bennad-skrid, teskadoù barzhoniezh hag un dastumadenn en doa graet berz : Défense de cracher par terre et de parler breton . En tu-hont d'e ouizegezh war al lennegezh eo-eñ ivez ur stourmer politikel eus an tu kleiz, hag e-touesk krouerien an UDB (Unvaniezh demokratel Breizh) e oa e 1964. Goulennet eo bet e soñj war ar skrivañ e brezhoneg.

Yann-Ber Piriou, stourm ur barzh [Yann-Ber Piriou, le combat d'un poète] - Ouest en mémoire

http://fresques.ina.fr/ouest-en-memoire/fiche-media/Region00504/evit-kejan-gant-anjela-duval-rencontre-avec-anjela-duval.html Ganet e oa Anjela Duval e 1905 e parrez ar C'hozh-Varc'had (bro Dreger). Barzhez an douar hag ar vro eo bet al labourerez-douar-mañ. A-viskoazh he deus bevet e-barzh menaj he zud ha graet war-dro an atant he unan-penn. Gwall-c'hlararet en em gavas goude marv he mamm e 1951, aet e oa he zad da anaon dek vloaz a-raok.

Evit kejañ gant Anjela Duval [Rencontre avec Anjela Duval] - Ouest en mémoire