background preloader

Enseignement / Traduction

Facebook Twitter

Escola Oficial de Idiomas de Vigo. Traductor: Carolina Díaz García-Muñoz: Francés, Español, Gallego, Bretón. A Coruña. Santiago de Compostela. Vigo. Neal Baxter (U.Vigo)- Wikipedia. Robert Neal Baxter, ganet e Shrewsbury (Bro-Saoz) e 1966, a zo kelenner e Skol-veur Vigo abaoe 1995 ma ro kentelioù jubennouriezh da heul ha jubennouriezh war ar prim etre ar galizeg hga ar saozneg en aotreegezh war an treiñ hag ar jubenniñ hag ivez kentelioù doktorelezh diwar-benn an ideologiezh hag an treiñ er program Treiñ ha Trodreiñ ("Tradución e Paratradución").

Tapet en doa e aotreegezh war ar yezhoniezh gant galleg da benn danvez hag ar sinaeg da danvez dibab e Skol-Veur York e 1989 ha da c'houde e teuas da vezañ doktor war an treiñ e 2003 goude bezañ kinniget ur c'hounskrid e galizeg diwar-benn an doare da dreiñ skridoù gant skeudennoù d'o ambroug. Enklask a ra dreist-holl war dachenn an treiñ hag an ideologiezh, bet embannet gantañ meur a bennad-skrid e kelaouennoù skiantel a bep seurt. Labouret en deus abaoe meur a vloaz evel troour ha jubennour a-vicher e saozneg, galizeg ha galleg dreist-holl, gant meur a droidigezh embannet. Pennadoù-skrid pennañ[kemmañ]